Emaon o pourmen war an aod
Emaon o sellet ouzh ar mor
Lakaat a ran ma zreid e-barzh
Fresk eo an dour 'vel da c'henou
O flourañ ma c'horf goustadig
Hag o lavarout geriou' dous
Hag emaon o sonjal ennout
Hag en noz tremenet ganit
Chom ennon a-hed an noz
Chom ennon betek ar fin
Chom ennon
Chom ennon
En hor c'hourvez e-barh an treizh
Hag al loar gan e kreiz an noz
Gant daoulagad entanet
'N eus nemedomp amañ fenozh
War an draezhenn, an amzer druz
Hon daou gorf o veajiñ
E-barzh ur vrumenn flour ha tomm
Da groc'henn a beg ma hini
Chom ennon a-hed an noz
Chom ennon betek ar fin
Chom ennon
Chom ennon
Chom ennon a-hed an noz
Chom ennon betek ar fin
Chom ennon
Chom ennon
Chom ennon a-hed an noz
Chom ennon betek ar fin
Chom ennon
Chom ennon
Ha plijadur
Ha plijadur
Ha plijadur hep fin ebet
Ha plijadur
Ha plijadur
Ha plijadur hep fin ebet